Gerolama Orsini, ganet e 1503 e Roma ha marvet en 1570 e Viterbo, a oa dugez Parma.
Merc'h e oa da Lodovico Orsini ha da Giulia di Giacomo Conti.
E 1519 e timezas, e Valentano, da Pier Luigi Farnese, ur mab bastard d'ar pab Paol III.
En eured e voe kanet kantikoù latin savet gant Baldassarre Malosso, eus Casalmaggiore, lenneg brudet ha kelenner Pier Luigi.
Ur vaouez deol ha vertuzius e oa, pa veze he fried o ren ur vuhez diroll.